Ta pedia tou Pirea[1] (Τα Παιδιά του Πειραιά e gresianeg) a zo ur ganaouenn c'hresianek bet savet e 1960 gant ar sonaozer gresian Mános Hadjidákis evit ar film Poté tin Kyriakí gant Jules Dassin[2] ( Stadoù-Unanet, 1911-2008).
Kanet e voe gant ar ganourez c'hresian Melina Mercouri[3] (1920-1994) evit ar wech kentañ, hag hi o telc'her perzh ar c'hast Ilya er film gant Dassin.